→ Newsletter ←
Er mare-mañ e vez dalc’het ganin ur gronikenn àr Radio Bro Gwened : « Kastrouz » en abadenn « Liv an amzer ». Tro ur gronikenn ar miz a vez embannet ganin. Seul taol e vo ur gronikenn nevez e vo embannet amañ (get an destenn ha pa ‘m eus amzer d’ober prop). Tu vo doc’h kavout kronikennoù kozhoc’h ivez, enrollet àr eeun er Festival Etrekeltieg en Oriant e 2014 ha 2013, anvet « Chom hep gwelet… » ha « Kronikenn Tuto » evit RadioBroGwened, Kreiz Breizh, Kerne hag ArvorigFM. Kentoc’h eo troet ar gronikennoù àr ar fent, ha gwezhoù zo e kaver heñvelerezhioù (pe trevezadennoù ma faot deoc’h). Plijadur !
Setu lañset kenstrivadeg ar gwellañ « Marseillaise » àr Youtube. Un abeg kavet mat da gaozeal endro ag an « Defi Bro Gozh » en doa graet berzh bloaz zo !
Ur gronikenn skignet àr RBG er sizhun-mañ, ha da adkavout amañ !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/267098190″ params= »color=217835&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Salud tudoù, chom a ra c’hoazh ur gronikenn enrollet en Etrekeltiek 2015 am ‘b oa ankouaet lakaat àr internet : bremañ eo graet. Plijadur !
Er festival Etrekeltiek 2015 e oa bet lakaet Radio Bro Gwened tal-kichen ar privezioù sec’h pa veze gwelet Clément Soubigou a Frañs Bleu Breizh Izel é paboriñ àr ar c’hae dirak an douristed… Re zo re, divizet ‘m eus monet betek stañd Frañs Bleu da gaout un nebeut displegadennoù… !
Setu ur gronikenn ho peus bet tro marse da glevet àr Radio Bro Gwened er sizhun-mañ, ha da selaou endro amañ :
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/265204720″ params= »color=3cd379&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Pokoù !
An 49.3, ar gwellañ benveg da lakaat an dud da ziskenn er straedoù. Ken aes vehe bet ober ur referundum, met na blij ket re ar referundum d’ar gouarnamantoù… nemet evit aerborzh Notre Dames des Landes, ha pa vez sur ar respont !
Salud ! Pedet oen get radio Bro Gwened d’ober un tamm kronikenn evit degouezh ar Redadeg 2016 e Lokoal. Ur blijadur eo bet pleustriñ e « live » get tud é sellet ! Domaj, na gleven ket bepred ar pezh a lâren get an trouz : n’eo ket bet aes ! Pleustriñ a rin gwelloc’h a-benn ar wech ma ‘z a, dreist-holl ton Louis-Jacques Suignard a oa diaes da zec’hel soñj anezhan en ergelc’h-se !
Trugarez da Yaelle he deus meritet e ditl « Julie a Europe1 » !
Da selaou :
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/264227819″ params= »color=4fc572&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
An destenn a bezh a zo amañ ma na glevit ket pep tra (profet eo ar farioù reizhskritur!)
Pozioù ar ganennoù : Continuer la lecture de « Kronikenn ispisial : degouezh ar Redadeg e Lokoal ! »
Ur gwir defiañs a zo a-enep d’ar vretoned er mare-mañ, na gavit ket ? Kroget en deus pa ‘z eo bet skarzhet ar paourkaezh PPDA a JT TF1, ha n’eo ket achiv ‘m eus aon. Petra soñjal deus Jean-Yves Le Drian, a vez rebechet dezhañ bout ministr ha prezidant rannvro àr ar memes tro ? Petra soñjal deus ar paourkaezh Marylise Lebranchu, skarzhet ag ar gouarnamant èl Julien Lepers a Frañs 3… Peadra da sevel ur c’hastrouz nevez : Re zo re !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/249202327″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Un tamm diwezhat eo evit lidiñ ur blezad mat, me oar mat… Ha neoazh, sur on e vehec’h chalet é chom hep gwelet ar video da-heul : tud brudet e Breizh hag e lec’h all é hetiñ ur blezad mat/bloavezh mat àr responter Radio Bro Gwened… ur c’hronikenn skignet e miz Genver ha da glevet endro amañ (get ar pozioù istitlet mar-plij, ma faot deoc’h ober Karaoké…!).
PS : N’ankouezit ket skigniñ an traoù ma ‘z oc’h plijet !
Salud tudoù ! Pell zo ‘m eus ket embannet àr ar blog, tapet ma oen get al labour…. Kronikennoù ‘m eus savet evit ar radio e-pad an amzer-se neoazh. Setu ur c’hronikenn am eus savet e fin miz Kerzu a-ziàr ar gwall-daolioù e Pariz, reaksion an dud ha ma sañtimant ur miz àr-lerc’h àr kement-mañ. Da selaou aman-edan.
Deuit endro àr ar blog e korf ar miz, amzer ‘m bo evit embanniñ traoù nevez…
Salud deoc’h tudoù ! An distro ‘m eus graet ivez, e Bourges da echu ma studioù ijinourezh. Ha pa chom din amzer, e kasañ bepred kronikennoù fent da RBG (Radio Bro Gwened) ! Hag evel ar blez paset e vint embannet àr ar blog-mañ. Titr ar c’hronikenn kentañ :
…pe penaos eo deuet a benn Vincent Bolloré da brenañ Radio Bro Gwened…
Selaou :
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/227230217″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height=’166′ iframe= »true » /]
Lenn : Continuer la lecture de « Kastrouz : Distro ar c’hronikennoù àr RBG ! »
Setu erruet abadenn ziwezhañ ar blezad ! Pedet e oa ar strollad YêhLusk er studio hag em eus kinniget ur blind test bihan da echu en un doare brav.
Trugarez vras dezhe evit bout c’hoariet ar jeu, ha trugarez vras da skipailh RBG !