→ Newsletter ←
Salud tudoù, chom a ra c’hoazh ur gronikenn enrollet en Etrekeltiek 2015 am ‘b oa ankouaet lakaat àr internet : bremañ eo graet. Plijadur !
Er festival Etrekeltiek 2015 e oa bet lakaet Radio Bro Gwened tal-kichen ar privezioù sec’h pa veze gwelet Clément Soubigou a Frañs Bleu Breizh Izel é paboriñ àr ar c’hae dirak an douristed… Re zo re, divizet ‘m eus monet betek stañd Frañs Bleu da gaout un nebeut displegadennoù… !
Setu erruet abadenn ziwezhañ ar blezad ! Pedet e oa ar strollad YêhLusk er studio hag em eus kinniget ur blind test bihan da echu en un doare brav.
Trugarez vras dezhe evit bout c’hoariet ar jeu, ha trugarez vras da skipailh RBG !
Tomm ‘oa an amzer e studio Kit d’ar FIL, FIL d’ar gêr evit an teirvet abadenn. Resevet on eus ar ganerez Lleuwen, ha kinniget ‘m eus dezhi displegiñ deomp un tamm muioc’h pozioù orgedus ur ganenn skrivet geti, « Ar Gouloù Bev »… Selaouit mat !
(PS : testenn ar gronikenn a vo lakaet amañ edan berr, amzer lakaat ma notennoù àr an urzhiataer… 😉 )
Youenn Chap, animatour TV ha sevener, a anavit marse dre ar skinwel (Son da Zont, Bali Breizh koulzad 1) pe dre ar rouedad (Cyber Fest-Noz, Kenstrivadeg Bagadoù, Ceilive TV ha me oar me, …) a zo bet aterset en abadenn Kit d’ar FIL, FIL d’ar gêr evit kaozeal deus ur film sevenaet gantan a-zivout Erwan Roparzh a vo tu gwelet en distro skol àr Frañs 3.
Peogwir eo ur mailh àr ar sonerezh em eus kinniget dezhañ kemer-perzh d’ur blind test, ha graet ar mouezhioù ganin dre ma oa re strizh ar budjed…
Evit ar re a blijehe dezhe kavout pozioù ar c’hanennoù :
Continuer la lecture de « Etrekeltiek 2015 : Blind test get… Youenn Chap »
Evit abadenn gentañ ar c’houlzad em eus kinniget da Lors Landat kemer perzh d’ur blind test un tammig ispisial… dre ma oa strizh ar budjed eo bet graet ar mouezhioù genin… Deoc’h da c’hoari !
Chomit àr evez : ar c’hronikennoù all a vo lakaet tamm-ha-tamm àr ar blog… Plijadur !
Setu unan deus ar c’hronikennoù am eus dalc’het ar blez-mañ e-pad ar festival Etrekeltiek en abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr ». Bezit pasiant ! : ar re all vo lakaet enlinenn tamm-ha-tamm…
N’ankoueit ket an abadenn « Keit d’ar FIL, FIL d’ar gêr » bemdez àr eeun deus ar Festival Etrekeltiek en Oriant. Kronikennoù fent, atersadennoù dirollet a vo da selaou bemdez ! Ar internet : kit àr lec’hienn radiobreizh.net ha choejet RadioBroGwened, Kreiz Breizh pe Kerne, bemdez da 5e30 !
Hag evit komañs, un atersadenn get Charlie Winston… e brezhoneg mar plij !