→ Newsletter ←
Setu kronikenn radio ziwezhañ ar blez am eus savet evit Radio Bro Gwened en abadenn « Liv an amzer » dalc’het get Andréa ar Gall. N’am eus ket kavet podkast an abadenn setu ho po droad d’an enrolladenn « er-gêr » am eus kaset dezhe.[/one_half]
[one_half_last]Ne ouian ket ma vo graet un eil koulzad genin met pezh a zo sur eo e vin en Oriant evit ar Festival Etrekeltiek e live en abadenn « Keit d’ar FIL… » da 5e30 evit un euriad plijadur, kronikennoù hag avanturioù a bep seurt ! Betek tuchañt…
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/217467257″ params= »color=00aabb&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Selaouit doc’h ar gronikenn a-uz pe lennit ‘nezhi dindan :
Continuer la lecture de « Testet evidoc’h : Ar C’hab Gwenn-Ha-Du »
Salud ! Erfin, ur gronikenn radio nevez evit RBG ! Tremenet eo er radio ar sizhun baset, ha da glevet eo amañ edan. Chomet enlinenn, unan all a vo embannet ar sizhun-mañ !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/210276229″ params= »color=0066cc&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height=’166′ iframe= »true » /]
Mar plij deoc’h gwelloc’h lenn, setu amañ-dindan an destenn :
Diwar-benn ar pennoù moc’h, a zo traoù da gontan, Diwar-benn ar pennoù-bras, na n’eus morse netra
(Lors Jouin e-barzh « Son an den dilabour » get ar strollad Toud’Sames)
Salud Andréa, ha salud da dout an dud. Hiziv e vo kaoz a bolitikerezh, pe « politik » ma revr èl ma vez lâret get ar re farsusañ ac’hanoc’h. He ya dilennadegoù rannvroel é tostaat, ha setu e krog un tamm ar strolladoù d’en em hastin evit rastellat mouezhioù ur wech c’hoazh, èl ar PS, peogwir en deus embannet François Holland (pe Fañch Holland evit ar puraderion pe puristed ma peus c’hoant) e vehe sinet Karta European ar yezhoù minoreleg, he ya da bep dilennadeg vras e vez graet en-dro ar farsadenn-se, un tamm evel an droed da votiñ evit an estrañjourion, ur seurt « running gag » ag a gerzh mat eo. Marse e vo ret adwelet adreizhadenn ar skolajoù ivez peogwir evit ar mare, roud ebet deus ar yezhoù rannvroel henni.
Met n’eus ket nemet er PS e vez graet farsadennoù, en UMP ivez, pe pas, ma digarez, ar Republikaned vez graet anezhe bremañ, cheñchet ho anv gete abaoe un nebeud deizioù. Faotiñ a ra d’an tu dehou, pe kentoc’h da Nikolaz Sarkozy ober an traoù en un doare braz, èl er Stadoù-Unanet. Ni ouie dija e oa deuet ar PS da vout demokrated muioc’h eget sokialourion, ni ouia bremañ penaos eo awenet Sarkozy get Buch ha Mc Cain. Ha n’eus ket nemet an UMP a faota dezhe cheñch ho anv, Jean-Mari, pe « Yann-Mari » ar Penn a faota dezhañ cheñch he anv d’he vec’hig bihan muiañ karet, barnet en deus n’he doa ket an droed da zougin an anv Le Pen mui, peogwir e oa e penn d’ur strollad n’en doa ket netra da welet get « FN Jean-Marie Le Pen ». Ma c’hellehe Jean Marie Le Pen profitin evit paouez da zougin an anv Le Pen e-unan, hag a ra vezh da Vreizh abaoe degadoù a blezadoù, ne vehe ket ur soñj fall kennebeut. Continuer la lecture de « Gwerz an FN (audio + kanenn er fin) »
Salut tudoù ! Setu evidoc’h ur gronikenn a vo skignet ar sizhun o tont michañs àr Radio Bro Gwened… Get ma kasay trouz…Plijadur !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/199118242″]
Setu distro an nevez-hañv, brav an amzer, eostiged e kanin, sapre gwall amzer evit ar fentourion a lâreer. Ha neoazh, neoazh na vezit ket ken sur, chom a ra bepred un nebeud kelloù fall e arriv e mod-se evit reiñ labour deomp. Setu penaos em eus desket dre ur pennadig bihan er gazetenn penaos e vefe distrujet studio sonveskin pe auditorium an Oriant. Du-hont e veze advouezhiet kantadoù a brogramoù; heuliadoù, filmoù a veze lakaet e brezhoneg get ar gevredigezh « Dizale » met setu, re vrav e oa. Re vrav e oa kavout ur studio a galite evit ar produiñ lec’hel, re vras e oa evit ur gêr evel an Oriant dougin brasañ studio advouezhin Breizh. Ar-lerc’h pemzek blez a servij e vo distrujet èl ma vez distrujet get ur c’hrennard ur bouton daet da vout gwenn. E plas ar savadenn na vo ket lakaet tra bet, ha peogwir e plij d’an dud dispignin argant un tamm e pep lec’h e vo savet ur studio all bihanoc’h « da c’hortoz » e Plouharnel. Ne ouian ket perak e vo distrujet, mes ma ‘z eo evit kudennoù argant, e vo ret displegin din penaos e c’hell bout marc’had-mat dispignin argant evit sevel ur studio brav, dispignin argant evit distrujin ‘nezhañ pemzek blez àr-lerc’h, dispignin argant evit sevel unan nevez « da c’hortoz » ha dispignin arc’hant evit sevel unan nevez evit gwir. Continuer la lecture de « An Oriant hag an diorroiñ padus… (Le développement « durable » vu depuis Lorient…) »
Petra a c’hoarvezay e 2015 ? Setu un tammig kentel diaweled (pe « voyance » ma faot deoc’h)… Get distro « Fañch a Holland » e fin an abadenn !
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/189176237″ params= »color=0066cc&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
[soundcloud url= »https://api.soundcloud.com/tracks/186077253″ params= »color=0066cc&auto_play=false&hide_related=false&show_comments=true&show_user=true&show_reposts=false » width= »100% » height= »166″ iframe= »true » /]
Setu evidoc’h lennerien aketus skrid ar gronikenn ho p’eus bet tro da glevet àr Radio Bro Gwened dimeurzh. Plijadur !
Hetoù 2015 lodenn 1 : Ar Prizioù
Setu echu dija 2014, ur blead brav evit Breizh mes kentoc’h ag ober best-off ar blez paset èl ma vez graet get kronikourion « low-cost » a gaver àr France Inter, Europe1, France Bleu Breizh Izel pe gwashoc’h c’hoazh, Arvorig FM, em eus divizet-me ober best-off ar blez ma ‘za. Eh ya, ‘m oa ket lâret doc’h Andréa e oen kap da lenn an dazont, ne oa ket skrivet àr ma CV ha pa ‘d on bet kaset da RBG, ha neoazh. ‘M ho kwela dija é vrañselaat àr ho kadoer Andréa, é c’hortoz ma larin deoc’h penaos é emdroo ho istoerioù karantez, hag a benn ar fin en em zistano ar lentig Padrig, hag e teuo a benn da c’houlenn ho torn ? Continuer la lecture de « Kronikenn Radio : Hetoù 2015 (l1) : Disoc’h ar PRIZIOU ! »