Catégorie  ASF : Ar Skeudenn Fent !

Kann Al Loar : echu an enkadenn gant DSK !

Tapet e kreiz diaesterioù ekonomikel, en arvar e oa ar festival « Kann Al Loar » e 2012. E 2013 eo bet roet loc’h endro dezhañ a drugarez d’ur bolitikour sokialist milvrudet : DSK !

  • « Komprennet ‘m eus e oa poent ober un dra bennak »

Aterset get hor skipailhoù, DSK en deus displeget deomp e oa deuet ar soñj-se dezhañ àr-lerc’h bout bet krapet get e vouezh nevez ar bazioù e Cannes : « E Cannes ar bloaz-mañ e oa fall an amzer, hag ar filmoù a oa torr-revr. Neoazh, pa ‘m eus krapet ar bazioù, em eus en em rentet kont penaos en doa roet loc’h d’an traoù. Er mediaoù e veze komzet deus ar festival endro, hag adlañset e oa ar mekanik. Hag aze ‘m eus ‘n em lâret : « Ha perak pas profitiñ deus ar fenomen-se evit adlañsiñ ar festivalioù tapet get an enkadenn ? » ».

  • Kevredigezh ar festival « Kann Al Loar » plijet gant ar raktres

« DSK a zo deuet e darempred ganomp e fin miz mae », eme rennour ar festival. « Kinnig a rae domp kemer perzh e-barzh an dibunadeg. A dra-sur e tegasfe kazetennerien deus Frañs a-bezh, ha hervezh ar jedadennoù hon eus graet (DSK a zo bet e-pad ur prantad e-penn an FMI, ndlr), kement-mañ a lieskementfe dre 30 an niver a vilhedoù gwerzhet evit ar festival ». En eskem eo bet goulennet gant DSK cheñch ul lizherenn e-barzh anv ar festival. « Diouzhtu hon eus lâret ya. N’omp ket ganet e bro Leon evit netra ! Ha cheñch ul lizherenn e-barzh ur ger e brezhoneg n’eo ket kalz tra, pep hini a ra bemdez abaoe bloavezhioù (pe blezadoù ?) ».kahn-al-loar

  • Cannes, Kann Al Loar, ha Kan ar Bobl da heul ?

Ar a seblañt e vehe bet tostaet ar gevredigezh « Kan Ar Bobl » gant DSK ivez, evit lakaat e pleustr ur raktres diazezet àr ar memes priñsip. Huñvreal a ra ar festival degemer kement a dud eget er bloavezioù tremenet, ha raktres an aotrou Kahn a c’hellfe degas un diskoulm. Hag e teufe « Kan ar Bobl » da vout « Kahn ar Bobl » ? Posubl eo, met ne vo ket diouzhtu : hervez hor mammennoù ne vehe ket deuet a benn komite Kan Ar Bobl bro Vigoudenn d’en em glevet gant (get?) komite Kan Ar Bobl bro Gwened a-ziàr distagadur ar ger « Kahn ». « Gortoz pell, gortoz gwell » a vehe bet respont an hini a oa bet ken tost da vout prezidant n’eus nemet un nebeut mizioù zo.